Piv?

Yaou 21 a viz Ebrel 2011
par  Canal Ti Zef
popularité : 28%

CANAL TI ZEF

Oberezhioù, Stummadurioù, Diskouezadennoù

Diskouezadennoù JPEG - 27.7 ke

Canal Ti Zef a diskouezh ar pezh vez krouet ganto ha graet gant ar re-all ivez. Diskouezet eo an oberezhioù ’pad nozvezhoù el lec’hioù diseñvel (Ostalerioù, perukenerien, gevredigezhoù...) ha perak ket ganeoc’h ?! Arabat bezañ lentig, deuit da ginnig traoù deomp !

Krouidigezhoù

Ur raktres diwar-benn ur film ho peus ? Canal Ti Zef a zo gouest da sikour ha skouazelañ ac’hanoc’h. Raktres a bep seurt : filmañ ur sonadeg, ur pezh c’hoari, ur festival...

Deuit e darempredoù ganeomp evit aozañ an traoù.

Stalioù

Ar stalioù a ginnigomp a zo un doare da zizoleiñ ha da anevezout ur stumm video disheñvel. Degemeret e vo an holl. Aozet e vez stalioù diouzh an arvesterienn. Tu zo deomp labourat kement gant bugale, tud gour, tud ampechet pe kreizennoù dudi. Aozet eo an traoù hervezh ho ezhommoù. Bez e c’hellont neuze bezañ aozet dindan ur sizhunvez klok, kement eget dindan 3 eurvezh dre sizhun e-pad un trimiziad.

Ur menoz a zo ganeoc’h, ur raktres, deuit e darempred ganeomp ha deomp betek penn asambles.

Ur skinvell diouzh an digouezh

Dibaoe un neubeut bloavezhioù emañ Canal Ti Zef o labourat evit aozañ abadennoù skinvel e-pad ar festivalioù pe degouezhioù sevenadurel. Aozañ a rit ur festival, laouenn e vefoc’h da gaout un abadenn warnañ ? Posubl hag aes eo en ober.

Un oustil evit sevel hag en emsevel

Deskadurez pobl... Aozadur hinnihennel hag a strollad a losk d’an holl ur plas evit krouiñ o raktresoù video. Deuet omp da benn, perak ket c’hwi ?!

Festival Intergalaktik ar skeudennoù diseñvel /

Abaoe 2001, an emgav-se etre-vroadel, ijinet gant Canal Ti Zef, a zo kinniget bep vloaz e miz Here. Pal ar festival : Kinnig filmoù, sine-sonadeg, kejadennoù, sonadeg ha tabutoù.

C’hoant ho peus da gejañ ganeomp, skoazelañ, bezañ a -youl vat, sell ouzh omp skeudennoù, el lokal emaomp :

02 98 43 49 65

19 stread Bruat 29200 Brest même canal.ti.zef@infini.fr www.canaltizef.infini.fr

Skoazelet eo Canal Ti Zef gant ar ranvro


Navigation

Articles de la rubrique

Agenda

<<

2013

>>

<<

Mai

>>

Aujourd'hui

LuMaMeJeVeSaDi
293012345
6789101112
13141516171819
20212223242526
272829303112
Aucun évènement à venir les 6 prochains mois